Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Al Liamm

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

"Ne voe dizoloet oberour a-bouez ebet er gelaouenn adal deroù ar bloavezhioù pevar-ugent..." Kement-se zo un ali digant unan bennaket, met daoust ha gwir eo ? Yann Gerven, lakomp, en deus kroget d'embann gant Al Liamm er bloavezhioù 80. Ha moarvat zo reoù all.

Re wir: un ali personel eo, ha n'eo ket neptu. N'eus nemet kemm.193.52.64.243 5 Mae 2009 da 14:43 (UTC)[respont]

'M eus aon n'eus ket 'met un dra d'ober amañ : lemel ar pennad-se, ha mat pell zo.Traoù all a vefe da chañch ivez, diwar-benn an dud a skriv pe o deus skrivet e-barzh Al Liamm (n'eus tamm urzh ebet, ha peadra da c'hoarzhin a-wechoù : Yann Talbot "soixantehuitard", pe unan all laket memes mod pa ne oa nemet 7 miz e 1968 !) Evit me avat, chañch tra pe dra en destenn war Al Liamm, 'met ha reizhañ ur fazi yezh a vefe, ne rin ket. Lubaner 16 Gwe 2009 da 06:56 (UTC)[respont]

Ne oaran ket petra zo degouezhet amañ, bepred unan bennaket en deus plantet ar vourdel ! Lubaner 16 Gwe 2009 da 06:57 (UTC)[respont]

Mat e vije dit sinañ, Lubaner. D'ur merour da renkañ. Bianchi-Bihan 15 Gwe 2009 da 17:12 (UTC)[respont]
N'eus nemet sellout ouzh istor ar bajenn [1] evit kompren...--Gwendal 15 Gwe 2009 da 18:33 (UTC)[respont]

Liamm da gas war-zu lec'hienn Al Liamm

[kemmañ ar vammenn]

Hag un ide vat eo lezel al liamm-se ? E-barzh lec'hienn ar gazetenn e weler e oa deut an niverenn diwezhañ er-maez e miz Eost 2008 (!), er bajenn "skipailh" e tiskouezer 7 den hag ac'h a d'ober anezhañ, sañset – diwar 7, 3 n'emaint ket er skipailh ken (2 zen marv en o mesk). Peadra d'an dud da welet zo lañs gant Al Liamm neuze.IP:78.119.34.168

Gallout a rit kemm danvez ar pennad hoc'h-unan, evel-se e vez gwellaet an danvez gant kement hini a gar. Trawalc'h eo klikiñ war "kemmañ" e krec'h ar bajenn, a-zehou... ha bec'h de'i!--Trec'hlid mitonet 20 Du 2011 da 09:29 (UTC)[respont]